Prier en breton

  • Notre Père

Hon Tad, hag a zo en neñv
hoc’h hano bezet santified;
ho rouantelez deuet deomp;
ho polontez bezet great war an douar evel en neñv.

Roit deomp hirio hor bara pemdeziek
ha pardonit deomp hon ofansou evel ma pardonomp d’ar re o deus hon ofanset;
ha na lezit ket da goueza en dentasion;
met hon diwallit diouz an droug.
Evel-se bezet graet.

  • Je vous salue Marie

Me ho salud, Mari, leun a c’hras,
An Aotrou Doue a zo ganeoc’h,
Benniget oc’h dreist an oll gwragez,
Ha benniget eo ar frouez euz ho korv, Jezuz.
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidom pec’herien,
Bremañ ha da eur or maro.
Evel-se bezet graet.